Lidet en doa an astenn internet breizhat .bzh e zek vloaz d’ar 24 a viz Ebrel e Kemper da-geñver un darvoud heverk hag en doa bodet obererien stank deuet eus ar bed niverel, ar sevenadur, ar strollegezhioù lec’hel hag ekonomiezh ar rannvro. Klozet e oa bet an darvoud gant dereiñ prizioù da 4 lec’hienn arouezius eus Breizh e .bzh.
Abaoe ma voe roet lañs d’ar .bzh e 2014 eo deuet da vezañ kalz muioc’h eget un anv domani : aroueziañ a ra ar garantez ouzh Breizh, ouzh he sevenadur hag ouzh hec’h identelezh niverel. Hiziv ez eus ouzhpenn 13 000 lec’hienn hag a ra gant an astenn-mañ evit kadarnaat o gwriziennañ en tiriad hag o dibarder. Karet he deus ar gevredigezh www.bzh, marilh merour an astenn breizhat, lakaat en a-raok lec’hiennoù awenus.
Pevar friz deroet da lec’hiennoù skouerius
Da-geñver nozvezh deiz-ha-bloaz 10 vloaz ar .bzh e oa bet deroet pevar friz evit enoriñ ar re a ro buhez da Vreizh niverel bemdez :
Priz ar Strollegezh : deroet da Gêr Landerne evit hec’h engouestl padus evit ar vreizhadelezh niverel hag he fealded d’ar .bzh abaoe an deroù. Deroet e oa bet ar priz gant Anne Le Hénanff, kannadez ar Mor-Bihan, da Serge Le Roux, dilennad e-karg eus ar c’hehentiñ, dileuriad Kêr Landerne.
Priz ar Sevenadur : deroet d’an Novomax, leurenn ar sonerezhioù a-vremañ e Kemper, evit skoueriusted hec’h engouestl sevenadurel e .bzh abaoe 10 vloaz. Deroet e oa bet ar priz gant Isabelle Assih, Maerez Kemper, da Bertrand Delaloy, Chrystèle Merrien, kenbrezidanted, ha da Christophe Dagorne, rener an Novomax
Priz Oberer an tiriad : deroet da Terres de Breizh evit e strategiezh kehentiñ kadarn e .bzh hag e ober evit produiñ boued en un doare atebek ha padus. Deroet e oa bet ar priz gant Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh, da Rémi Cristoforetti, Pennrener ar strollad kevelourel Le Gouessant.
Priz Ajañs kehentiñ : deroet da Coqueliko, an ajañs krouiñ diazezet e Lannuon & Brest, evit bezañ skoazellet da sevel lec’hienn ar Pêcheries Le Levier, aet tre nevez zo e bed ar .bzh, hag evit perzhded he labour talvoudekaat an tiriad. Deroet e oa bet ar priz gant Malo Bouëssel du Bourg, test meur an nozvezh deiz-ha-bloaz, da Julie Chazarenc-Bourbon ha Léa Lê Quan Tho
👉 Deroet e oa bet ar priz Ajañs kehentiñ da gCoqueliko, unan eus ajañsoù keveler an astenn .bzh.
Trofeoù heñvel ouzh ar .bzh
Empennet ha sevenet e oa bet an trofeoù a-ratozh-kaer evit an darvoud gant Nolwen Le Lay eus Nolpop.bzh. Trugarez vras dezhi evit ar grouidigezh-se diouzh ar moull, a ziskouez kaerder ar .bzh hag hor c’harantez ouzh ar c’hrouiñ e Breizh.
Breizh niverel, dibar hag e rouedad
Gant pep loread e vez roet korf, en e vod, da spered ar .bzh : ur web gwriziennet, dibar, o kenlabourat hag o lakaat Breizh da skediñ war ar web. Loreidi zo a zo gant ar .bzh abaoe an deroù e 2014, re all zo aet gant hol lusk nevez zo met gant an holl anezho e vez rannet ur gredenn start : kreñvoc’h eo ar bed niverel pa vez gwriziennet.
An nozvezh-se a zo lod ivez eus ur programm ledanoc’h a brederiadennoù hag a zivizoù diwar-benn dalc’hoù bras an teknologiezhioù niverel e Breizh : naouegezh artifisiel, sibersurentez, neveziñ,…
📸 Kredad luc’hskeudenniñ : Gwenaël Saliou